Kornôg
Pa vez prientet e varv gant breizhad an arvor
An hini en deus e galon beuzet en holen
Mall warnañ monr d'an anaon
Ha digaeañ er mor-don
War-du dremmwel mor ar c'hornôg
Ar beg diwezhañ laosket
Kornôg, un enezenn re bell
Ar Baradoz hep hedenn na ledenn
Aze emañ en desped d'an
Tresoù goapaus ha kertennoù-vor direizh
Pa en em gavas ar gelted o unan
Hеp c'hwec'hvedenn-gеlc'h na nadoz-vor
Kornôg, dreist ar viltir diwezhañ
Kornôg, un enezenn diamen
An iwerzhonad a c'halv anezhi Tír na nóg