Petra a-nevez er bed ?

Anonyme

« -Lavarit din bras ha bihan
Petra ar steredenn-se a welan
'Vel an heol en oabl o skediñ
Hag hanternoz o paouez 'skeiñ

'C'hellont ket gortoz betek an de'
Evit mont da bediñ Doue
N'ouzon ket-me 'vit peseurt rezon
'Zo ganto kement a zevosion ?

-Didostit holl ha ma selaouet
Me 'lavaro deoc'h pa n'ouzoc'h ket
Ganet eo en noz-mañ ar mesi
Hag ar werc'hez anvet Mari

Kanomp gant joa, kanomp gant gred
Gloar da Jezus salver ar bed
Gloar da Jezus ha d'e vamm santel
Kanomp, kanomp a-vouezh uhel
Kanomp mil gwech Noel, Noel ! »

Chansons les plus populaires [artist_preposition] Denez Prigent

Autres artistes de Worldbeat