Lorc’hentez kêr Is
E kornôg Kerne, an deiz m'he gwelis
E kuzhe an heol war tourioù kêr Is
Ar varc'hadourien 'werzhe danvezioù kaer ha rouez
N'oa ket m'hen tou deoc'h bravañ kêr er bed
Lidoù a bep seurt 'aoze ar gêriz
D'o doueed fall, festoù paganiz
Ar varc'hadourien 'werzhe danvezioù kaer ha rouez
N'oa ket m'hen tou deoc'h bravañ kêr er bed
Diwall Gradlon Meur, diwall diouzh Dahud!
Diwall diouzh da verc'h, diouzh he zroioù hud!
Ar gouelioù noz-pad, al levenezioù a rank paouez
Goude ar stadoù 'tеuio an Ankoù
O Sant Gwennole, lez va c'hrouadur!
Gouеlioù a ijin 'vit he flijadur
Ha banvezioù bras 'vit he c'houvidi eus a bep bro
Kendalc'het e vo tra ma vin roue!
E-touez an dud a oa koaniañ
Ur priñs blev ruz a oa ar bravañ
Ken a voe Dahud dindan gazelge e karantez
Deus ganin Dahud eomp da zañsal!
Ar bombard diaoulek hag ar binioù kozh
A ren ar c'houplad betek penn an noz
Laer an alc'hwezioù diozh kerc'henn da dad! Digor an nor!
An dour a redas da veuziñ kêr Is
Gradlon a zihun ha buan e tec'h
Ha war gein e varc'h gantañ zo e verc'h
Re bounner e garg, ar marc'h boanie hag ar roue
A lezas e verc'h o sankañ er mor
Dahud a zeuas da varivorgan
Ar vartoloded a denn dre he c'han
Ar Roue Gradlon, kaset gant e varc'h d'ar Menez-Hom
A sav daeroù puilh en e zaoulagad
Sioul ar mor bremañ, ne chom roud ebet
Eus a raed anezhi bravañ kêr ar bed
Ar Roue Gradlon, kaset gant e varc'h d'ar Menez-Hom
A sav daeroù puilh en e zaoulagad
O Sant Gwennole, ar gwir 'oa ganit!
Pec'hedour ma'z on, petra 'brofin did?
Sav un abati, Roue Gradlon Meur: Landevenneg
Ma c'hellimp pediñ evit da ene
E Bae Douarnenez, da reverzi bras
Pa vez tre ar pell-pell diozh ar Raz
Sellit mat, tudoù, ha gwelout a rit, e-kreiz ar bae
Dismantroù duet loc'hentez kêr Is